Keleier
Kard eur lenn
Graet o deus ar stajidi ur c’hard eur lenn hiniennel da-geñver ar prantad aozet gant akademiezh Roazhon e pep skol evit broudañ ar skolidi da gaout plijadur o lenn traoù liesseurt.Un emgav gant al lenn hag a vo lakaet dezho bep trimiziad !
Stummadur hir 2021
Loc’het eo evit 9 miz ! Donemat da stajiadezed ar stummadur hir « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ». Youlek int ha startijenn zo ganto ! Kalon dezho !
Distro-skol 2021
Unnek stajiad o deus kroget gant ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN. Un devezh dizoleiñ zo bet graet ganto e Kemper evit gweladenniñ liorzh hag prioldi karter Lokmaria da vintin hag ur c’hoari klask an teñzor e kêr goude merenn.
Fin ar bloavezh-skol
Evit devezh diwezhañ ar stummadurioù e Kelenn eo bet ar stajidi Master 1 o weladenniñ Iliz Veur Kemper heñchet gant Yann-Fulub hag ur weladenn eus diskouezadeg Henry Moret o deus graet ivez e Mirdi an Arzoù-kaer, heñchet e brezhoneg gant Annaig. Vakañsoù mat d’an holl !
Deskiñ brezhoneg gant KELENN evit labourat war ur vicher skol
Deskiñ brezhoneg en desped d’ar c’hovid :Er bloaz-mañ, e Kelenn, hon eus ranket, evel en aozadurioù stummañ all moarvat, en em reizhañ ouzh reolennoù surentez yec’hed redius pe rediusoc’h. Graet hon oa, pa oa ar c’henfinañ en e strishañ, an holl gentelioù a-bell. Ur wech distardet diwarni e voe gallet degemer…
Dorioù digor Kelenn
Digor vo dorioù Kelenn d’an dud adalek an 21 a viz Mezheven 2021 diwar emgav. Laouen e vo skipailh Kelenn degemer ac’hanoc’h. Darempred ha titouroù
Manifestadeg 29/05/2021
Manifestadeg disadorn e Gwengamp evit difenn ar brezhoneg hag an deskadurezh dre soubidigezh er skolioù.
Stummadur 9 miz
« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek »Eus an 09 a viz Gwengolo 2021 d’ar 25 a viz mae 2022 e KELENN e Kemper. An enskrivadurioù zo digor evit ar stummadur vrezhoneg 2021-2022 ! Deskiñ hag en emvarrekaat war ar brezhoneg da gelenn danvezioù skol e…
