Keleier

Radio Ribin

Enrollet ez eus bet un abadenn e brezhoneg diwar-benn an ognon war Radio Ribin gant ar strollad stajidi « Deskiñ brezhoneg » asambles gant o stummerez Anjela. Klevout a reer displegadurioù ar stajiadezed da c’houzout perak e oueler gant an ognon. Selaou an abadenn

Stummadur 9 miz

« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn er skolioù divyezhek » Eus an 8 a viz Gwengolo 2022 d’ar 26 a viz mae 2023 e KELENN e Kemper. An enskrivadurioù zo digor evit ar stummadur vrezhoneg 2022-2023 ! Deskiñ hag en emvarrekaat war ar brezhoneg da gelenn danvezioù skol e…

Dorioù digor 2022

DORIOÙ DIGOR d’ar Sadorn 5 a viz C’hwevrer etre 10:00 ha 12:00 e Kreizenn stummañ Kelenn e Kemper. Kinnig ar stummadurioù liesseurt : – BREZHONEG dindan 9 miz evit micherioù ar c’helenn divyezhek (AVS, ATSEM, kelenner)– MASTER MEEF kentañ derez DIWAN– KELENNER eil derez DIWAN. Pennadoù : Penhars infos Le…

Kard eur lenn

Graet o deus ar stajidi ur c’hard eur lenn hiniennel da-geñver ar prantad aozet gant akademiezh Roazhon e pep skol evit broudañ ar skolidi da gaout plijadur o lenn traoù liesseurt.Un emgav gant al lenn hag a vo lakaet dezho bep trimiziad !

Distro-skol 2021

Unnek stajiad o deus kroget gant ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN. Un devezh dizoleiñ zo bet graet ganto e Kemper evit gweladenniñ liorzh hag prioldi karter Lokmaria da vintin hag ur c’hoari klask an teñzor e kêr goude merenn.

Fin ar bloavezh-skol

Evit devezh diwezhañ ar stummadurioù e Kelenn eo bet ar stajidi Master 1 o weladenniñ Iliz Veur Kemper heñchet gant Yann-Fulub hag ur weladenn eus diskouezadeg Henry Moret o deus graet ivez e Mirdi an Arzoù-kaer, heñchet e brezhoneg gant Annaig. Vakañsoù mat d’an holl !

Deskiñ brezhoneg gant KELENN evit labourat war ur vicher skol

Deskiñ brezhoneg en desped d’ar c’hovid :Er bloaz-mañ, e Kelenn, hon eus ranket, evel en aozadurioù stummañ all moarvat, en em reizhañ ouzh reolennoù surentez yec’hed redius pe rediusoc’h. Graet hon oa, pa oa ar c’henfinañ en e strishañ, an holl gentelioù a-bell. Ur wech distardet diwarni e voe gallet degemer…