Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek
Kinnig a ra KELENN ur stummadur evit an dud deuet n’emañ ket ganto ar barregezhioù yezh da dapout al live B2 da nebeutañ evit gallout mont war micherioù ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg er c’hentañ pe en eil derez pe bezañ degemeret e Master MEEF-EBI KELENN.
Digor eo ar stummadur d’an dud :
- divrezhoneg pe krog da zeskiñ brezhoneg
- e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, AESH, ATSEM…)

Stummadur e Kelenn e Kemper
eus ar 4 a viz Gwengolo 2023 d’an 21 a viz Even 2024
Sesion diazezañ – 6 miz : 875 eurvezh stummañ :
04/09/2023 – 15/03/2024
Sesion donaat – 3 miz : 420 eurvezh stummañ :
18/03/2024 – 21/06/2024
Eus al Lun d’ar Gwener : 09:00 – 12:30 / 13:30-17:00

Danvez ar stummadur
Modul deskiñ ha barrekaat war ar brezhoneg :
Implij pleustrek eus ar yezh komzet ha skrivet.
Prientiñ an DBY, Diplom Barregezh war ar Yezh (DCL).
Priziañ :
- priziañ dibaouez dre gomz
- pemp priziadenn dre skrid e-kerzh ar bloaz
- arnodenn dre skrid ha dre gomz e dibenn ar stummadur.
Modul kizidikaat ouzh ar c’helenn danvezioù skol e brezhoneg :
Studiañ degouezhioù stag ouzh an implij pemdeziek ar brezhoneg da yezh kelenn eus ar skol-vamm d’al lise.
Barregezh yezh, implijout dafar kelenn, terminologiezh…
Priziañ : arnodenn dre skrid e dibenn ar stummadur.
Stajoù evezhiañ :
Kinniget e vo d’ar stajidi ur roll skolioù degemer evit ober 3 sizhunvez staj (sesion diazezañ) + 2 sizhunvezh staj (sesion donaat) er c’hentañ hag en derez Diwan.
Kounskrid studi – sesion donaat :
Sevel un teuliad studi liammet ouzh micherioù ar c’helenn.
Dielfennañ ha souten e deuliad dirak ur juri.
Priziañ : dielfennadur ha soutenañs dirak ur juri.
An Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) – brezhoneg
Da-heul ar stummadurioù brezhoneg e tremen an holl stajidi an DBY.
Sesion diazezañ 6 miz : DBY e miz Ebrel.
Sesion donaat 3 miz : DBY e miz Mezheven.
An DBY brezhoneg zo anezhañ un testeni barregezh yezh anavezet gant Akademiezh Roazhon ha diazezet war al liveoù european a varregezh yezh. Al live a c’haller tizhout a ya eus A2 da C1. *
Roet e vez an diplom-se da-heul un abadenn briziañ dre skrid ha dre gomz e degouezhioù buhez sokial pe degouezhioù micher. E miz Mezheven e vez.
Distag eo aozadur an DBY diouzh an aozadurioù stummañ.
Gant Kuzul Rannvro Breizh e vez kemeret e karg koust an enskrivadur kentañ.
* Evit gouzout hiroc’h war an DBY.
Danevelloù bloaz an DBY brezhoneg.
Organisme de formation accrédité DCL
Enskrivadur :
“Sesion diazezañ” : n’eus netra rakrekis.
“Sesion donaat” : bezañ heuliet ar sesion “diazezañ” pe ur stummadur all 6 miz war ar brezhoneg.
Digor eo ar stummadur d’an dud :
- divrezhoneg pe krog da zeskiñ brezhoneg
- e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, AESH, ASEM…).
Monedusted : PSH (tud nammet) ; mont e darempred ganeomp.
Doareoù enskrivañ
1- Lizher da zisplegañ ho raktres micher da gas da Gelenn, ho CV gantañ.
2- Emgav gant ar bodad kadarnaat an enskrivadurioù.
Priz : 250 – 9250 euro (diouzh ar sesion dibabet ha saviad personel pep hini).
Pellgargit ar Fichenn prizioù hag ac’hantaouiñ.
Skoazelloù
Yalc’hadoù skoazell diouzh ar statud :
- Goprad un embregerezh : ar frejoù stummañ a c’hell bezañ kemeret e karg gant an implijer (steuñv diorren ar barregezhioù, CPF, PTP).
- Den dilabour : stajidi ‘zo, hep dic’haou, a c’hell bezañ gopret gant Rannvro Breizh e-pad o stummadur : Skoazell ar Rannvro
Yalc’hadoù skoazell diouzh ar raktres micher :
Deuit e darempred ganeomp da gaout muioc’h a ditouroù.
Evit gouzout muioc’h

Pellgomzit da g/Kelenn : pe skrivit dre ar Furmskrid daremprediñ

La certification qualité a été délivrée au titre de la catégorie d’action suivante :
ACTIONS DE FORMATION
Testennioù :
Setu testeniñ Stéphanie, heuliet ganti ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”.
Setu testeni Yvan, stajiad Master 1 hag a zo bet heuliet gantañ ar stummadur « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ».