Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn. Dibab Stéphanie.

Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn. Dibab Stéphanie.

Setu testeniñ Stéphanie, heuliet ganti ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn” ar bloaz-mañ.

Eus Bourdel on. Abaoe 20 vloaz emaon o chom e Bro Bagan. E-pad 18 vloaz ‘m boa labouret en ur mirdi diwar-benn glad ar mor. Eno e kleven brezhonegerien a-vihanik.
Dibabet ‘m eus lakaat va zri bugel da zeskiñ ar yezh dre soubidigezh gant Diwan rak an doare gwellañ eo evit degas ar brezhoneg hervezon.

Pell zo ‘m eus c’hoant da vont da skolaerez ha da gomz ar yezh. Neuze em boa goulennet terriñ va c’hontrad diwar gendiviz evit kregiñ e-barzh va raktres.
E stummadur brezhoneg KELENN emaon ar bloaz-mañ. Ha fellout a ra din mont e Master 1 ar bloaz a-zeu. Entanet on gant ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”. Ken plijus hag efedus eo. Deskiñ a reomp tamm ha tamm a-hed ar mizioù. Savet mat eo ar c’hentelioù war ar brezhoneg. Degaset deomp spered ar yezh dre ar yezhadur hag an ereadurezh. Estreget ar c’hentelioù-se ez eus kentelioù matematikoù, sonerezh, Istor Breizh ha kement zo evit treuskas un nebeud gerioù ha diazezoù d’an danvezioù kelenn.

Ober a reomp stajoù e skolioù Diwan. Pemp sizhunvezh staj zo kinniget e-kerzh ar bloaz. Boasaat a reomp ouzh bed ar skol a-drugarez da zegemer an dud a-vicher hag ar skolidi.
E-touez skipailh ar stajidi ez eus tud hag o deus c’hoant mont da skoazeller.ien.ezed ha skolaer.ien.ezed e skolioù divyezhek ivez.
Digor eo ar stummadur d’an holl dud a fell dezho deskiñ da gentañ ha mestroniañ da c’houde ar yezh dindan 9 miz. Hag ur stummadur eus an troc’h kentañ a gavoc’h e KELENN. A-benn ar fin e voc’h en ho pleud gant ar yezh !