Dorioù digor KELENN

Dorioù digor KELENN

Kelenn, stummadurioù e brezhoneg ha war ar brezhoneg

Pal pennañ an daou vintinvezh-se eo kinnig ar stummadurioù aozet gant Kelenn :

– ar stummadurioù  6 pe 3 miz war ar brezhoneg, evit an dud a fell dezho labourat en un endro skol divyezhek : kelennerien, skoazellerien deskadurezh… Ar stummadur “Diazez” a zo graet evit an deraouidi pe ar fals deraouidi. Ar stummadur “Donaat” a zo graet evit an dud ganto al live B1 eus ar CECRL dija.

– ar Master M2E (Micherioù ar C’helenn hag an Deskadurezh) emeur oc’h echuiñ ar vaketenn anezhañ. Graet eo evit an dud o deus un aotreegezh ha tapet ganto stumm nevez ar CRPE diavaez arbennik e yezh rannvro Diwan. Ma n’oc’h ket enskrivet er genstrivadeg 2026, e tisplegimp deoc’h penaos ober evit ar genstrivadeg 2027.

– stummadur kentañ kelennerien eil derez Diwan hag ivez an argerzh da heuliañ evit mont e-barzh.

Ouzhpenn ar c’hinnigoù-se e c’hallot ober anaoudegezh gant savadurioù Kelenn, e-barzh ur c’hampus ennañ skol Diwan Kemper-Penharz ha skolaj Diwan Jakez Riou, hag ober anaoudegezh gant stummerien ha stummerezed.

  • KELENN, 3 straed ar Vañde, 29000 KEMPER
    • D’ar Sadorn 7 a viz C’hwevrer 2026 etre 9h30 ha 12h30
    • D’ar Sadorn 7 a viz Meurzh 2026, etre 9h30 ha 12h30