Manifestadeg 29/05/2021
Manifestadeg disadorn e Gwengamp evit difenn ar brezhoneg hag an deskadurezh dre soubidigezh er skolioù.
Manifestadeg disadorn e Gwengamp evit difenn ar brezhoneg hag an deskadurezh dre soubidigezh er skolioù.
« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek »Eus an 09 a viz Gwengolo 2021 d’ar 25 a viz mae 2022 e KELENN e Kemper. An enskrivadurioù zo digor evit ar stummadur vrezhoneg 2021-2022 ! Deskiñ hag en emvarrekaat war ar brezhoneg da gelenn danvezioù skol e…
Pellprezegennoù Sadorn 6 a viz C’hwevrer 2021 da 10 eur Video kinnig Kelenn (e brezhoneg) : Evit heuliañ ar pellprezegennoù klikañ war liamm ar stummadur dibabet : 1- Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek. 2- Master MEEF EBI. 3- Eil derez Diwan.
Emañ bremañ Kreizenn stummañ KELENN dindan al label KAMPUS KEMPER. Un testeni eo e vez doujet gant KELENN d’ur garta a galite war tachenn ar yezh ha sevenadur Breizh.
Setu erru stajidi ar stummadur hir “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”. Dek stajiad a zo ar bloaz-mañ. Kalon dezho evit an 9 miz da zont !
Kroget eo ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN gant daouzek stajiad Master 1 evel ar bloaz tremenet. Ar sizhun a zeu e vo degemeret ar stajidi ‘Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek”. Distro-skol laouen d’an holl !