Un devezh eskemm Kelenn / Mervent

Un devezh eskemm Kelenn / Mervent

Aozet ez eus bet un devezh eskemm etre stajidi hor stummadur hir war ar brezhoneg ha stajidi eus stummadur hir kreizenn stummañ Mervent.
Kanet, c’hoariet, c’hoarzhet ha debret zo bet asambles.
Ar stajidi, e strolladoù bihan, o deus bet da respont da c’houlennoù, divinadelloù…
Ur priz zo aet gant ar strollad tapet ar muiañ a boentoù gantañ !
Ar wech a zeu e yelo hor stajidi betek Mervent evit un devezh eskemm all.