Stummadur war ar skritur

Stummadur war ar skritur

Heuliet ez eus bet gant ar stajidi Master 2 ur stummadur war pedagogiezh ar jestr skrivañ e-pad daou zevezh, kaset en-dro gant Cécile Malécot, stummerez war ar skritur Dumont. Gouestlet eo ar stummadur d’ar gelennerien kentañ derez war ar jestr skrivañ diouzh doare Dumont, dre ar mod da zec’hel ar c’hreion, plasadur an dorn hag ar vrec’h, tuadur ar jestr, enkoderezh ar jestr, ar stummañ lizherennoù, degas ur ster… evit ma tesko ar bugel ar jestr skrivañ dizalc’h ar redioù teknik hag evit ma c’hallo e-giz-se kaout un laberzh eus ar ster kerkent ha ma skrivo.

Lec’hienn Cécile Malécot