Deskiñ brezhoneg gant KELENN evit labourat war ur vicher skol

Deskiñ brezhoneg gant KELENN evit labourat war ur vicher skol

E-kichen Delfin ha Yann-Fulub, eus Kelenn, teir stajiadez a yelo war pep a vicher disheñvel : Karin da AESH, Aela da benngasourez ha Pauline da zanvez skolaerez gant Diwan.

Deskiñ brezhoneg en desped d’ar c’hovid :
Er bloaz-mañ, e Kelenn, hon eus ranket, evel en aozadurioù stummañ all moarvat, en em reizhañ ouzh reolennoù surentez yec’hed redius pe rediusoc’h. Graet hon oa, pa oa ar c’henfinañ en e strishañ, an holl gentelioù a-bell. Ur wech distardet diwarni e voe gallet degemer en-dro ar strolladoù deskerien er greizenn, a bep eil avat : stajidi ar stummadur « Deskiñ brezhoneg war-zu micherioù ar c’helenn » hag ar studierien Master, danvez skolaerien Diwan anezho.
Ur bam pegen aes e oa tremenet ar stajidi diouzh doare nevez ar c’hentelioù, pegen prim o doa tapet plegoù nevez da labourat. War-c’hed a gement-se e oant, dambrest e oa ar speredoù, e-skoaz warlene e oa bet tapet dic’hortoz an holl ha skodeget an dud oc’h en em gavout o-unan er gêr dirak pep a skramm.
Koulskoude, tra ne dalv an daremprediñ gwirion evit deskiñ ober gant ur yezh, dre gomz dreist-holl. En em gavout asambles da vare an ehanoù, kejañ ivez ouzh ar strollad danvez skolaerien, barrekoc’h egeto war ar yezh, kement-se a zo bet manket dezho sur ha ne oa ket ken lampr-se an teodoù pa oa en em gavet an danvez brezhonegerien e Kelenn a-benn ar fin.
Dre chañs, a-benn ma oa echuet ar stummadur, goude lakaat bec’h e-pad miz hanter pe seig, e oa krog ar stajidi da vezañ distagellet-brav hag ouzhpenn an hanter anezho o deus, a-benn bremañ dija, kavet ul labour diouzh o c’hoant e bed ar skol.

War hent ar brezhoneg adarre :
Adarre, evel abaoe tost ugent vloaz, e tegemerimp ur strollad tud evit deskiñ brezhoneg dindan nav miz, e-sell da vont war hini pe hini eus micherioù ar c’helenn (skolaer.ez, kelenner.ez, skoazeller.ez (AVS, AESH, ASEM…), kasour.ez, penngasour.ez…).

E-sell-se, ouzhpenn ar c’hentelioù brezhoneg, ez aio d’ober ar stummadur-se :
– kentelioù war an danvezioù skol pennañ (penaos kelenn ar matematik, an arzoù-kaer, da skouer, petra eo geriaoueg arbennik an danvezioù-se ? …)
– pemp sizhunvezh staj er skolioù (kentañ pe eil derez, diouzh raktres pep hini)
– ur skrid studi da sevel war ur sujed diouzh choaz ar stajiad
– ur rummad arnodennoù dre skrid ha dre gomz da glozañ.

Tremen a raio ar stajidi an DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh e brezhoneg) e miz Mezheven, prestik da-heul fin ar stummadur.

An holl danvezioù a vez kelennet e brezhoneg ha digarez e vint ivez da beurzeskiñ ar yezh dre soubidigezh diouzh doare Diwan.

Digor eo ar stummadur d’an dud divrezhoneg a-grenn, d’ar re krog da zeskiñ pe c’hoazh d’ar re bet desket ganto pellik zo ha damgollet pleustr ar yezh ganto.

Chom a ra plas ha degemer a raimp nep piv a garo evit bezañ studiet e raktres micher, betek fin miz Eost.