Kinnig a ra an arzour plastisian Didier Frouin-Guillery ouzhpenn kant tresadenn ha tresadennoù niverel e liv eus krouadurioù iskis deuet eus ur blanedenn all.
Pediñ a ra an arzour ac’hanomp da vont e-barzh e ved diabarzh poblet gant krouadurioù iskis, e-giz chomet e-skourr a-greiz ober un dra bennak war ar blanedenn Gwener.
Gant tresadennoù linennek ouzh ar mogerioù hag un heuliad tresadennoù niverel e liv a dremen dizehan ouzh ur skramm e vo tapet an arvesterien en istorioù a denn d’ar moliac’h kement ha d’ar skiant-faltazi.
Primaozadurioù grafek an arzour a ra dave ivez da Istor an arzoù ha d’ar sevenadur pobl (BT, skiant-faltazi, tresadennoù bev, arzoù kêr, arzoù foran, arzoù garv…).
Testenn kinnig gant Nicolas Guiot (pdf)
Pennadoù :
2024.05.22 – Ouest-France
À Quimper jusqu’au 12 juillet, le dessinateur Didier Frouin-Guillery cherche la petite bête.
Plasticien et photographe, Didier Frouin-Guillery expose des dessins au centre de formation Kelenn, à Quimper (Finistère), jusqu’au 12 juillet. De petits êtres étranges qu’il a baptisés La faune de Vénus.
2024.05.27 – Le Télégramme
À Quimper, Didier Frouin-Guillery expose au centre de formation Kelenn.
Didier Frouin-Guillery, artiste plasticien, expose dans la galerie du centre de formation Kelenn, à Quimper, jusqu’au 12 juillet.
Digoridigezh an diskouezadeg d’ar YAOU 16 a viz MAE adalek 6 eur noz.
Digor d’an holl eus al lun d’ar gwener etre 09:00 – 12:00 ha 13:00 – 17:00.
Gweladennoù heñchet e brezhoneg pe e galleg evit ar skolioù, strolladoù…