Gweladenn diskouezadeg Per-Jakez Helias
Stajidi ar stummadur hir war ar brezhoneg o pleustriñ gant ar binviji radio goude gweladenn an diskouezadeg “Pêr-Jakez Helias, paotr ar media”.
Stajidi ar stummadur hir war ar brezhoneg o pleustriñ gant ar binviji radio goude gweladenn an diskouezadeg “Pêr-Jakez Helias, paotr ar media”.
Aozet ez eus bet un devezh eskemm etre stajidi hor stummadur hir war ar brezhoneg ha stajidi eus stummadur hir kreizenn stummañ Mervent. Kanet, c’hoariet, c’hoarzhet ha debret zo bet asambles. Ar stajidi, e strolladoù bihan, o deus bet da respont da c’houlennoù, divinadelloù… Ur priz zo aet gant ar…
Heuliet ez eus bet gant ar stajidi Master 2 ur stummadur war pedagogiezh ar jestr skrivañ e-pad daou zevezh, kaset en-dro gant Cécile Malécot, stummerez war ar skritur Dumont. Gouestlet eo ar stummadur d’ar gelennerien kentañ derez war ar jestr skrivañ diouzh doare Dumont, dre ar mod da zec’hel ar…
Master Klas (2vet tennad) : Treuzkas kontadennoù hengounel e brezhoneg d’ar vugale e 2022. SADORN 22 A VIZ HERE 2022 e Pleuwigner. Kinnig a ra Ti Douar Alre ur stummadur “evit en em soñjal hag embregiñ kevret àr an arz kontiñ, àr an doareoù, an hentoù gwellañ da dreuzkas, hiriv…
Un devezh dizoleiñ zo bet gant ar stajidi Master 1 e Kemper evit gweladenniñ liorzh ha prioldi karter Lokmaria da vintin hag ur c’hoari klask an teñzor e kêr goude merenn. Plijadur zo bet en despet d’ar glav !
Tud zo e Kelenn ! Setu strollet ar stajidi Master 1, Master 2, Deskiñ brezhoneg ha skipailh Kelenn. Un devezh brav a eskemm etre ar stajidi.
Setu kroget ar stummadur gant stajidi ar strollad « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn divyezhek ». Niverus int ar bloaz-mañ ha startijenn ganto !
Kroget eo ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezhek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN gant pemp stajiad Master 1.A-benn nebeut e vo degemeret ar stajidi Master 2 evit eil lodenn ar stummadur hag ar strollad Deskiñ brezhoneg dindan 9 miz. Distro-skol laouen d’an holl !
Pourmenadenn dibenn bloavezh skol ar stajidi Master 1 e chapel Ti Mamm Doue e Kerfeunteun. Digor e vo en-dro servij melestradurezh Kelenn adalek ar 16 a viz Eost. Vakañsoù mat d’an holl !