Stummadur 2020
Setu erru stajidi ar stummadur hir “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”. Dek stajiad a zo ar bloaz-mañ. Kalon dezho evit an 9 miz da zont !
Setu erru stajidi ar stummadur hir “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”. Dek stajiad a zo ar bloaz-mañ. Kalon dezho evit an 9 miz da zont !
Kroget eo ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN gant daouzek stajiad Master 1 evel ar bloaz tremenet. Ar sizhun a zeu e vo degemeret ar stajidi ‘Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek”. Distro-skol laouen d’an holl !
« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ». Abaoe ouzhpenn 15 vloaz e kinnigomp ar stummadur dibar-se d’an holl re a fell dezho deskiñ brezhoneg e-sell da labourat e bed ar c’helenn (Diwan pe e lec’h all, kentañ derez pe eil derez, kelenner pe skoazeller, pe AVS ha kement zo…)…
Bez emañ KELENN o tigenfinañ tamm ha tamm.Digor e vez ar sekretourva bemdez d’an eurioù boas, eus 8:30 da 12:30 hag eus 13:30 da 17:00.Digor eo atav an enskrivadurioù d’ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhzek“. Degemer a c’hallomp ac’hanoc’h en-dro neuze evit lakaat hoc’h…
Abalamour d’ar steunv diwall diouzh ar c’horonavirus, aet d’ar stad 3, e vo serret Kreizenn stummañ KELENN betek kaout un urzh kontrol.
Graet o deus ar stajidi Master 1 e miz Meurzh ur weladenn eus diskouezadeg Raoul Dufy e Mirdi Arzoù-kaer Kemper, heñchet e brezhoneg gant Annaïck Loisel.
Deuet e oa Lena Louarn, Bez Prezidantez Rannvro Breizh, karget eus yezhoù Breizh, da souten an diskouezadegoù a vez graet e KELENN.Gweladennet he doa diskouezadeg « Koumoul » an arzourez Christine Le Nézet a ginnig tresadennoù, livadurioù, engravadurioù ha staliadurioù.Ronan Le Berre, bet pedet gant an arzourez da gemer perzh…
Kinnig a ra Christine Le Nézet un diskouezadeg livadurioù, pegadurioù, engravadurioù war tem ar c’houmoul.
Graet o deus ar stajidi ur c’hard eur lenn hinienel da geñver ar prantad aozet gant an akademiezh e pep skol evit broudañ ar vugale da gaout plijadur o lenn traoù liesseurt.
Div enklaskerez a oa bet pedet er greizenn stummañ Kelenn, e Kemper, d’al Lun 20 a viz Genver, war intrudu Stefan Moal, mestr prezegenner gant skol-veur Roazhon II. Bet e oant o reiñ anaoudegezh da studierien Kelenn eus stad o c’hlaskerezh. Plediñ a reont o-div, gant pep a savboent disheñvel,…