Stummadur hir

Stummadur hir

Patricia Chorlay-Henot, e-karg eus ar stummadurioù kentañ derez gant Kelenn ha Yann-Fulub Dupuy, stummer war ar brezhoneg.

« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ». Abaoe ouzhpenn 15 vloaz e kinnigomp ar stummadur dibar-se d’an holl re a fell dezho deskiñ brezhoneg e-sell da labourat e bed ar c’helenn (Diwan pe e lec’h all, kentañ derez pe eil derez, kelenner pe skoazeller, pe AVS ha kement zo…) : ennañ ez eus, ouzhpenn an deskiñ brezhoneg hag a ya d’ober kalonenn ar stummadur, ul lodenn vras war an danvezioù skol liesseurt ha 5 sizhunvezh staj er skolioù. Boas omp da lakaat emgav d’an danvez stajidi evit kaozeal ganto ha gwiriañ eo skiantet mat o raktres hag eo diouto ar stummadur-se.
Plas a chom c’hoazh evit stajidi ha betek an 10 a viz Gouere e c’hallimp o degemer e KELENN.