Author: <span>admin</span>

Kendiviz ISLRF 2027

XIvet Emgavioù ar soubidigezh, aozet gant an ISLRF asambles gant DIWAN ha KELENN a-benn 2027, a vo dalc’het e Roazhon adalek ar Gwener 19 betek ar Sadorn 20 a viz Meurzh 2027. An tem a vo ” Peseurt perzh he deus ar skol en ur politikerezh advuhezekaat ar yezh ?…

An taos deskardiñ

Pennoù embregerezh pe kevredigezhioù, soutenit ar Master MEEF kelennerien ar skolioù Diwan da wellaat stummadur ha da zerc’hel bev ar yezh ! Echuiñ a raio ar prantad dasparzhañ kentañ ar SOLTéA d’an 21 a viz Eost 2026. Un eil prantad dasparzh a vo eus an 3 a viz Gwengolo 2026…

Diskouezadeg Chloé Fraser

Chloé, skeudennaouerez evit ar yaouankiz hag arzourez, diplomet e skol an Arzoù Klinkañ e Strasbourg, a ginnig livadurioù gweledvaoù gant livioù flamm, engravadurioù ha skeudennadurioù albomoù evit ar vugale. Instagram an arzourez Skeudennadurioù Chloé Fraser Lec’hienn Atalieroù Chloé Pennad : Penhars infosDes couleurs, de la lumière, des contrastes dans l’expo…

Diskouezadeg kizelladurioù gant Drian Bernier

Kinnig a ra Drian Bernier un diskouezadeg kizelladurioù koad. Kizellet ha lufret, a bep seurt koad a ya da ober anezho :  koad derv, kistin, pin, beuz, kelenn, faou… Diskouezet e vez gantañ kizelladurioù toull-didoull, enno pezhioù a-istribilh a-wechoù pe linennoù outo e-giz gwazhiennoù pe frailhoù. Sklaer pe teñval ar c’hoad,…

Dorioù digor KELENN

Kelenn, stummadurioù e brezhoneg ha war ar brezhoneg Pal pennañ an daou vintinvezh-se eo kinnig ar stummadurioù aozet gant Kelenn : – ar stummadurioù  6 pe 3 miz war ar brezhoneg, evit an dud a fell dezho labourat en un endro skol divyezhek : kelennerien, skoazellerien deskadurezh… Ar stummadur “Diazez”…

Saloñs AZIMUT e Brest

Saloñs AZIMUT e Brest 23-24 a viz Genver 2026. Kavout a reoc’h titouroù Kreizenn stummañ KELENN war stand INSPÉ Breizh (stand H2) pe war stand Ofis publik ar brezhoneg (stand A3). Titouroù paper a gavoc’h war al lec’h diwar-benn ar Master hag ar stummadur hir e brezhoneg « Deskiñ brezhoneg evit…