Author: <span>admin</span>

Diskouezadeg “Koumoul” Christine Le Nezet

Un diskouezadeg tresadennoù, livadurioù, engravadurioù ha staliadurioù betek an 22 a viz Here 2020. Kinnig a ra diskouezadeg « Koumoul – Nuages » ar blastisianez Christine Le Nézet he enklaskoù war an tem gant teknikoù a bep seurt : tresadennoù, engravadurioù, pegadurioù ha paper gant danvezioù ha teisadurioù disheñvel gwriet, livadurioù, staliadurioù.…

Distro-skol 2020

Kroget eo ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN gant daouzek stajiad Master 1 evel ar bloaz tremenet. Ar sizhun a zeu e vo degemeret ar stajidi ‘Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek”. Distro-skol laouen d’an holl !

Stummadur hir

« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ». Abaoe ouzhpenn 15 vloaz e kinnigomp ar stummadur dibar-se d’an holl re a fell dezho deskiñ brezhoneg e-sell da labourat e bed ar c’helenn (Diwan pe e lec’h all, kentañ derez pe eil derez, kelenner pe skoazeller, pe AVS ha kement zo…)…