Distro skol 2019
Setu kroget en dro ar stummadur MEEF-EBI e KELENN gant ur rummad nevez a stajidi Master 1. Daouzek emaint, chañs vat a hetomp dezho evit ar bloavezh studi. Distro-skol laouen d’an holl !
Setu kroget en dro ar stummadur MEEF-EBI e KELENN gant ur rummad nevez a stajidi Master 1. Daouzek emaint, chañs vat a hetomp dezho evit ar bloavezh studi. Distro-skol laouen d’an holl !
Setu testeniñ Stéphanie, heuliet ganti ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn” ar bloaz-mañ. Eus Bourdel on. Abaoe 20 vloaz emaon o chom e Bro Bagan. E-pad 18 vloaz ‘m boa labouret en ur mirdi diwar-benn glad ar mor. Eno e kleven brezhonegerien a-vihanik.Dibabet ‘m eus lakaat va zri…
Diskouezadeg luc’hskeudennoù hag engravadurioù tost eus an natur gant Pierre THOMAS e KELENN betek an 28 a viz Mezheven. Diskouez a ra Pierre Thomas ul labour barzhoniel gant luc’hskeudennoù liv, stenope hag engravadurioù diwar an danvezioù tennet eus ar faona hag ar flora. Ijinet e vez gweledvaoù liv pe difetisadurioù…
Diskouez a ra Gael Peron kizelladurioù hag izelvosoù war goad e KELENN betek ar 4 a viz Ebrel. Pennadoù : 2019/03/03 – Le Télégramme2019/03/01 – Ouest-France2019/03/02 – Penhars infos Lec’hienn Gael Peron
Heuliet o deus ar stajidi Master 1 ur weladenn heñchet e brezhoneg eus diskouezadeg Robert Doisneau e Mirdi Arzoù-kaer Kemper. Hag ar stajidi « Deskiñ brezhoneg » o deus bet plijadur bras da vezañ gwelet ar film « Keriti » e brezhoneg e Ti ar Vro Kemper. Kavet o deus brav tre ar film.
Diskouezh a ra Jean-Paul THAÉRON un dastumad livadurioù, skultadurioù bihan, ha tresadennoù niverel war sur skramm. Krouiñ a ra kenaozadurioù elfennoù kevredet awenet gant bed al loened, plant, maen ha mojennoù. Renkañ ha rummañ a ra ar sinoù e-giz en ur blankennad gourgeriadur eus an XVIIIvet kantved hag e kinnig…
Setu kroget eo ar bloavezh gant stajidi Kelenn ! Amañ dindan rummad nevez stajidi Master 1. Amañ dindan rummad stajidi “Mestroniañ brezhoneg war-zu micherioù ar c’helenn”. Degemer mat deoc’h ha distro-skol laouen d’an holl !
An diskouezadeg “Gwelloc’h e oa bremañ” kinniget gant Stéphane Tesson a ziskouez un dastumad tresadennoù, podoù bihan gant enlakadurioù ha kizelladurioù soavon bet implijet evit seveniñ videoioù. Implij a ra gant fent teknik an hibridadur en ur veskañ keleier, Istor hag Istor an arzoù. Pennadoù : 2018/05/22 – Le Télégramme…
Roazhon 26 Mae 2018 – 10e30 Justis evit Diwan hag ar brezhoneg. An holl e Roazhon d’ar 26 a viz Mae da 10e30 Rouedad skolioù Diwan a c’halv da gemer perzh er vanifestadeg vras a vo dalc’het d’ar 26 a viz Mae 2018 e Roazhon evit ma vefe kaset war-raok ar…
« JAPAN » – « JAPON » : Graet e deus Ronan MENARDEAU tro ar bed. Kinnig a ra luc’hskeudennoù niverel bihan e liv hag e gwenn ha du eus e beaj e Bro Japan, gant ur sell dibar ha dic’hortoz war e santadurioù e bro ar sav-heol. Kêrioù, ur gevredigezh e mare digenvez an…