Setu testeniñ Anne-Claire, heuliet ganti ar stummadur « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ».

Klevet ’m eus komz brezhoneg pa ’z on deuet da vevañ e Penn ar bed. Tamm ha tamm ’m eus bet c’hoant da zeskiñ ar yezh-se evit kompren ar pezh a gleven pe a lennen a-wechoù er straedoù pe er radio, hag evit gallout komz gant ma bugale e brezhoneg.
Ouzhpenn-se e kaven dedennus bezañ gouest da implijout ar yezh war ma buhez labour. O labourat e oan dija en ur gevredigezh deskadurezh pobl anvet CICODES. Ma c’hefridi zo sevel ha kas stalieroù war tachenn ar geodedouriezh hag ar c’hengred gant skolioù, skolajoù ha liseoù.
Goude bezañ savet un teuliad evit arc’hantaouiñ ar raktres-mañ en deus asantet an OPCO kemer e karg priz ar stummadur ha koust ma gopr e-pad ar stummadur.
Kreizenn stummañ kelenn ’m eus dibabet ha laouen-tre on gant ar bloavezh skol ’m boa bevet warlene.
Efedus eo ar stummadur, doareoù liesseurt a vez kinniget bemdez evit mont war-raok. Labouret e vez diwar un istor hir a-hed ar bloaz evit deskiñ traoù nevez tamm ha tamm. C’hoarioù a bep seurt, pourmenadennoù, kanaouennoù a ro ul lusk d’ar stummadur. Plas zo ivez evit labourat war un tem dibabet gant pep hini.
Pinvidik-tre eo ivez ar c’hentelioù war an danvezioù skol kaset gant skolaerien·erezed. Tapet ’m eus geriaoueg ha dafar pedagogiezh evit labourat war cheñchamentoù an hin, an ingalded etre merc’hed ha paotred da skouer.
Ouzhpenn-se e vez kinniget d’ar stajidi pemp staj e-pad ar stummadur 9 miz. Kement a zigarezioù da lakaat e pleustr ar pezh hon eus desket ha da glevout bezhoneg liesseurt.
Adkroget on da labourat kerkent hag echu ar stummadur. Pep tra a oa da grouiñ evit diorren ar stalioù e brezhoneg. Tamm ha tamm e savan steuñvennoù ha dafar e brezhoneg war an ekologiezh, gwirioù ar vugale, ar mediaoù, an dizingalded, an harellerezh, ar jener… Buhezet ’m eus atalieroù ha raktresoù pedagogiezh e brezhoneg ar bloavez-skol mañ, gant bugale er c’helc’hiad 3, gant skolajidi ha tud gour. Labour zo c’hoazh evit diorren al labour-se e brezhoneg met ar stummadur en deus degaset din ostilhoù hag ar c’hoant da genderc’hel.
Mersi bras da skipailh Kelenn evit ar stummadur-se pinvidik ha plijus-tre !