DAOU SELL WAR TREUZKAS AR BREZHONEG HIZIV AN DEIZ

DAOU SELL WAR TREUZKAS AR BREZHONEG HIZIV AN DEIZ

Div enklaskerez a oa bet pedet er greizenn stummañ Kelenn, e Kemper, d’al Lun 20 a viz Genver, war intrudu Stefan Moal, mestr prezegenner gant skol-veur Roazhon II. Bet e oant o reiñ anaoudegezh da studierien Kelenn eus stad o c’hlaskerezh. Plediñ a reont o-div, gant pep a savboent disheñvel, war treuzkas ar brezhoneg hiziv an deiz e kement ha ma’z eo ur yezh ha na vez ket mui kaset eus an eil remziad d’egile en doare ma veze graet gwechall.

Anat eo n’eo ket mui an tiegezhioù al lec’h pennañ ma vez desket brezhoneg e 2020, hag a bellik zo. Ha dres eo e-metoù ar familhoù ma vez treuzkaset ar brezhoneg, pe ma vefe digarez d’en ober, eo bet oc’h enklask Katell Chantreau, doktoradez war skiantoù an deskadurezh gant Skol-veur Roazhon 2. Mat eo bet dezhi kenlodenniñ disoc’hoù « da c’hortoz » he imbourc’h, hag hi hanter-hent da zibenn he labour tezenn c’hoazh. Diwar respontoù 450 den d’ur c’houlennaoueg war an desevel bugale e brezhoneg – pe ar « chom hep ober » – he deus gallet lakaat en ur geñver, diouzh un tu, pegement – pe pegen nebeud – e vez treuzkaset ar brezhoneg en un tiegezh ma oar brezhoneg unan da vihanañ eus tud ar vugale ha, diouzh an tu all, kalzik a barennoù evel ar re-mañ : penaos o deus an danvez treuzkaserien o-unan gouiet brezhoneg, daoust ha tad ha mamm a oar brezhoneg, pe ar vamm hepken, peotramant an tad hepken, daoust hag an danvez treuzkaserien en em laka da « stourmerien » evit ar yezh ha kement zo. Evit spisaat ar sell he deus lakaet an disoc’hoù-se en ur gichen gant re enklask TMO 2018 war yezhoù Breizh ha re ur c’houlennaoueg graet ganti hec’h-unan gant liseidi Diwan. Diwar gement-se, hag eno e oa moarvat ar pep dudiusañ, he deus klasket Katell renabliñ gant petore abegoù e vez harzet an dud a c’hallfe en ober da dreuzkas, pe da dreuzkas muioc’h, ar brezhoneg d’o bugale. En o zouez e konter ar re nebeud a fizañs enno o-unan – hag a vefe tra ar mammoù dreist-holl hervezi – an aon d’ober fazioù, an diouer a vuhez sokial e brezhoneg. Evit klozañ war an tu mat, ar plac’h kar-he-brezhoneg a zo anezhi he deus digoret hentoù evit gwellaat plas ar brezhoneg en tiegezhioù rak un difi bras eo eviti, hep mar na marteze, evit dazont ar brezhoneg.

N’eus ket paot a dud, e skolioù-meur brudet ar bed, a bled gant hor yezh. Holly Kennard zo unan anezho. Prezegennerez ha klaskerez eo-hi war ar fonologiezh gant skol-veur Oxford e Breizh-Veur hag hi genidik eus Carlisle, e Cumbria, – Kêrliouelez e brezhoneg flour ! – ma veze komzet ur yezh tost d’ar brezhoneg betek an XIIIvet kantved. Met un taol degouezh eo hepken, evit doare. Studiañ a ra emdroadur fonologiezh ar brezhoneg stag ouzh an doareoù treuzkas nevez, dres. Labouret he deus bet war an taol-mouezh met ar gaoz he doa lakaet war ar c’hemmadurioù evit he frezegenn e Kelenn ha dre-se, ar jener. Gant tri rummad komzerien, brezhonegerien « hengounel », ur rummad tud a oad etre ha liseidi eus Diwan he deus enklasket Holly ha diwar skeudennoù da envel… ur c’hazh, daou gazh, tri c’hazh, sañset ! Rak ma ouier eo krog ar sistem kemmadurioù da eunaat e-keñver an norm skrivet abaoe ouzhpenn ur c’hantved zo gant ar gomzerien hengounel, e rannyezh pe rannyezh, ez eus marteze ivez un doare nevez da gemm ar c’hensonennoù gant ar re yaouankañ.  Ur sistem nevez o tont war-wel ? Talvoudus eo kompren an dra-se da gement hini a gelenn ar yezh evit gwelet sklaeroc’h er pezh a laka diouzh boaz da fazioù.

Kentelius-bras eo bet an div brezegenn d’an 22 studier bet o selaou anezho hag a vo skoaerien a-benn nebeut.

Yann-Fulub Dupuy