Keleier
Dorioù digor en linenn
Pellprezegennoù Sadorn 6 a viz C’hwevrer 2021 da 10 eur Video kinnig Kelenn (e brezhoneg) : Evit heuliañ ar pellprezegennoù klikañ war liamm ar stummadur dibabet : 1- Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek. 2- Master MEEF EBI. 3- Eil derez Diwan.
Kampus Kemper
Emañ bremañ Kreizenn stummañ KELENN dindan al label KAMPUS KEMPER. Un testeni eo e vez doujet gant KELENN d’ur garta a galite war tachenn ar yezh ha sevenadur Breizh.
Stummadur 2020
Setu erru stajidi ar stummadur hir “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”. Dek stajiad a zo ar bloaz-mañ. Kalon dezho evit an 9 miz da zont !
Distro-skol 2020
Kroget eo ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN gant daouzek stajiad Master 1 evel ar bloaz tremenet. Ar sizhun a zeu e vo degemeret ar stajidi ‘Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek”. Distro-skol laouen d’an holl !
Stummadur hir
« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ». Abaoe ouzhpenn 15 vloaz e kinnigomp ar stummadur dibar-se d’an holl re a fell dezho deskiñ brezhoneg e-sell da labourat e bed ar c’helenn (Diwan pe e lec’h all, kentañ derez pe eil derez, kelenner pe skoazeller, pe AVS ha kement zo…)…
KELENN : enskrivadurioù
Bez emañ KELENN o tigenfinañ tamm ha tamm.Digor e vez ar sekretourva bemdez d’an eurioù boas, eus 8:30 da 12:30 hag eus 13:30 da 17:00.Digor eo atav an enskrivadurioù d’ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhzek“. Degemer a c’hallomp ac’hanoc’h en-dro neuze evit lakaat hoc’h…
