Enskrivadur er Master M2E 2026

Enskrivadur er Master M2E 2026

C’hoant ho peus dont da gelenner.ez skol en ur skol Diwan ;
Komz a rit brezhoneg (live B2 pe C1) ;
Enskrivet oc’h e trede bloavezh un aotreegezh pe tapet ho peus dija al live BAC+3 ;

Poent eo deoc’h lakaat hoc’h anv er genstrivadeg diavaez ispisial Diwan.

Digor eo an enskrivadurioù war Cyclades betek an 2/12 kreisteiz.

Ur wech tapet ar genstrivadeg e voc’h degemeret e Master M2E kinniget gant Kelenn e Kemper.