Dorioù digor KELENN

Dorioù digor KELENN

Kelenn, stummadurioù e brezhoneg ha war ar brezhoneg

Pal pennañ an daou vintinvezh-se eo kinnig ar stummadurioù aozet gant Kelenn :

ar stummadurioù  6 pe 3 miz war ar brezhoneg, evit an dud a fell dezho labourat en un endro skol divyezhek : kelennerien, skoazellerien deskadurezh… Ar stummadur “Diazez” a zo graet evit an deraouidi pe ar fals deraouidi. Ar stummadur “Donaat” a zo graet evit an dud ganto al live B1 eus ar CECRL dija.

ar Master M2E (Micherioù ar C’helenn hag an Deskadurezh) emeur oc’h echuiñ ar vaketenn anezhañ. Graet eo evit an dud o deus un aotreegezh ha tapet ganto stumm nevez ar CRPE diavaez arbennik e yezh rannvro Diwan. Ma n’oc’h ket enskrivet er genstrivadeg 2026, e tisplegimp deoc’h penaos ober evit ar genstrivadeg 2027.

stummadur kentañ kelennerien eil derez Diwan hag ivez an argerzh da heuliañ evit mont e-barzh.

Ouzhpenn ar c’hinnigoù-se e c’hallot ober anaoudegezh gant savadurioù Kelenn, e-barzh ur c’hampus ennañ skol Diwan Kemper-Penharz ha skolaj Diwan Jakez Riou, hag ober anaoudegezh gant stummerien ha stummerezed.

  • KELENN, 3 straed ar Vañde, 29000 KEMPER
    • D’ar Sadorn 7 a viz C’hwevrer 2026 etre 9h30 ha 12h30
    • D’ar Sadorn 7 a viz Meurzh 2026, etre 9h30 ha 12h30