Diskouezadeg « Per-Jakez Helias, paotr ar media »
Prestet ez eus bet un diskouezadeg gant Ti-kêr Pouldreuzig diwar-benn labour Per-Jakez Helias er mediaoù. Krouet eo bet diwar an enklaskoù bet graet gant studierezed Master war ar glad hag ar mirdioù eus Skol-Veur UBO Kemper ha troet e brezhoneg gant ar stajidi Master 1 e fin ar bloaz tremenet.…
