Diskouezadegoù

Diskouezadeg kizelladurioù gant Drian Bernier

Kinnig a ra Drian Bernier un diskouezadeg kizelladurioù koad. Kizellet ha lufret, a bep seurt koad a ya da ober anezho :  koad derv, kistin, pin, beuz, kelenn, faou… Diskouezet e vez gantañ kizelladurioù toull-didoull, enno pezhioù a-istribilh a-wechoù pe linennoù outo e-giz gwazhiennoù pe frailhoù. Sklaer pe teñval ar c’hoad,…

Diskouezadeg Kelenn / Diwan – Livadurioù Armel Le Sec’h

Kinnig a ra DIWAN un diskouezadeg e KELENN anezhi un dibab eus al livadurioù bet profet d’ar rouedad gant an arzourez Armel Le Sec’h. Eoullivadurioù livet flamm, graet gant ar gontell, hag a ziskouez gweledvaoù, tudennoù, krogadoù gouren… Awenet eo Armel gant Breizh, he mojennoù, ar festoù. War ziskouez e…

Diskouezadeg Pierre Coriou

Un diskouezadeg lino-engravadurioù ha skultadurioù kinniget gant Pierre Coriou eus an 22 a viz Mae betek an 30 a viz Mezheven 2023.Digor d’an holl. Posupl eo aozañ gweladennoù heñchet. Pennadoù : 2023/05/22 – Ouest-FranceQuimper. Pierre Coriou expose ses gravures et sculptures-jouets à Kelenn. Après une carrière d’enseignant en histoire-géographie, Pierre…