Redadeg ar stajiadezed
Tro stajiadezed Kelenn da zougen ar vastez evit ar Redadeg 2022. Trugarez dezho da vezañ redet en anv Kelenn.
Tro stajiadezed Kelenn da zougen ar vastez evit ar Redadeg 2022. Trugarez dezho da vezañ redet en anv Kelenn.
Kemer a raio perzh Kelenn hag ar stajidi er Redadeg d’ar Meurzh 24 a viz Mae e Kemper. Tro 08h56 – km 891 (Ludugris – hent Pont An Abad). Deuit da redek ganeomp ! Bezit war al lec’h ur c’hard eur a-raok e Ludugris. Plan
Enrollet ez eus bet un abadenn e brezhoneg diwar-benn an ognon war Radio Ribin gant ar strollad stajidi « Deskiñ brezhoneg » asambles gant o stummerez Anjela. Klevout a reer displegadurioù ar stajiadezed da c’houzout perak e oueler gant an ognon. Selaou an abadenn
“Utopiennoù ret & rambreadennoù dibar”. Kinnig a ra Jean-Philippe Revart e vedig diabarzh, ennañ ur birvilh a voudoù iskis pe iskisoc’h, bet ganet e donderioù e ijin fonnus. Ar re-se a zihun ennomp fromoù a gave ganeomp e oant disoñjet. Eus ar 6 a viz Mae betek an 30 a…
« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn er skolioù divyezhek » Eus an 8 a viz Gwengolo 2022 d’ar 26 a viz mae 2023 e KELENN e Kemper. An enskrivadurioù zo digor evit ar stummadur vrezhoneg 2022-2023 ! Deskiñ hag en emvarrekaat war ar brezhoneg da gelenn danvezioù skol e…
Kinnig a ra Patrick Bechet livadurioù bras savet diwar paper livet ha plezhennet. Betek ar 14 a viz Ebrel 2022. Digor d’an holl. Pennad : 2022/03/05 – Le TélégrammeExposition de Patrick Béchet à Quimper : « Le monde tel que je le vois ». Patrick Béchet expose ses toiles tressées, au centre de formation…
DORIOÙ DIGOR d’ar Sadorn 5 a viz C’hwevrer etre 10:00 ha 12:00 e Kreizenn stummañ Kelenn e Kemper. Kinnig ar stummadurioù liesseurt : – BREZHONEG dindan 9 miz evit micherioù ar c’helenn divyezhek (AVS, ATSEM, kelenner)– MASTER MEEF kentañ derez DIWAN– KELENNER eil derez DIWAN. Pennadoù : Penhars infos Le…
Graet o deus ar stajidi ur c’hard eur lenn hiniennel da-geñver ar prantad aozet gant akademiezh Roazhon e pep skol evit broudañ ar skolidi da gaout plijadur o lenn traoù liesseurt.Un emgav gant al lenn hag a vo lakaet dezho bep trimiziad !
Kinnig a ra Nicole Blouët livadurioù ha dourlivadurioù gant pegadurioù enno. Ul labour war al liv, ar skoroù, gant prenistri war ur gweledva diabarzh. Ur bed livek ha barzhel tost d’an natur. Betek ar 16 a viz Kerzu 2021. Gweladennoù : Maskl ha gwir-tremen yec’hedel dre ret evit ar mare.…