Kinnig a ra Drian Bernier un diskouezadeg kizelladurioù koad.
Kizellet ha lufret, a bep seurt koad a ya da ober anezho : koad derv, kistin, pin, beuz, kelenn, faou…
Diskouezet e vez gantañ kizelladurioù toull-didoull, enno pezhioù a-istribilh a-wechoù pe linennoù outo e-giz gwazhiennoù pe frailhoù.
Sklaer pe teñval ar c’hoad, kas a ra Drian ac’hanomp e bedig diabarzh ar c’hoad tont.

Pennad : Ouest France
Drian Bernier war Radio Kerne : C’hwez an deiz 12/03/2026


Pedadenn
Skritell


