
Kinnig a ra DIWAN un diskouezadeg e KELENN anezhi un dibab eus al livadurioù bet profet d’ar rouedad gant an arzourez Armel Le Sec’h. Eoullivadurioù livet flamm, graet gant ar gontell, hag a ziskouez gweledvaoù, tudennoù, krogadoù gouren…
Awenet eo Armel gant Breizh, he mojennoù, ar festoù.
War ziskouez e vo ivez he levr « AWEN », enno ur renabl eus he livadurioù.

Lec’hienn Armel Le Sec’h

