Kelenn eo kreizenn stummañ pedagogiezh ar c’hevread Diwan, lec’hiet e Kemper. Framm distag diouzh Diwan en un doare lezennel, ennañ e vez kinniget stummadurioù kentañ ha dibaouez kelennerien (kentañ hag eil derez) ar c’hevread mui stummadurioù war ar yezh e brezhoneg evit danvez tud a-vicher ar c’helenn divyezhek.
Dindan gevrat gant an INSPE Breizh ha skolioù meur e vez kinniget ar Master MEEF e Kelenn evit ar c’helenn divyezhek dre soubidigezh ha gant se e vez kaset war-raok ar c’helenn e brezhoneg.
Evel kreizenn stummañ ar c’hevread Diwan ez euz liammoù kreñv etre obererezhioù Kelenn ha mont en-dro, ezhommoù hag emdroadurioù ar c’hevread. Dre ma ‘z eo ken stank an darempredoù etre an daou emsavadur ez eus ezhomm da anavezout pizh Diwan, e zibarded, e skipailhoù hag e aozadur.
E darempred ingal emañ renerezh ar greizenn gant atebeien pedagogiezh ar c’hentañ hag an eil derez, dreist-holl war daeoù ar stummadur kentañ ha dibaouez. En em harpañ a ra war ur rouedad dek heñcher·ez dazparzhet etre ar c’hentañ hag an eil derez. Kenurzhiañ anezho a zo ul lodenn eus ar post evel termeniñ ha kemer e kont an ezhommoù stummañ er c’hevread.
Ne glot ket ar garg renerezh gant ul leun amzer. Neuze e kemer ar rener·ez perzh e framm ar Master MEEF.
Dindan atebegezh kuzul merañ ar gevredigezh Kelenn emañ kargoù ar rener·ez hag e laka e pleustr an henchadurioù divizet gantañ.
Er greizenn e voc’h e karg da sevel, aozañ, leviañ obererezhioù stummañ mui kenurzhiañ hollek an obererezh.
1. Sevel ha leviañ pedagogiezh
Dielfennañ an ezhommoù stummañ, dreist-holl evit ar stummadur dibaouez
Azasaat hag heuliañ ar stignadoù stummañ (Master, stummadur e brezhoneg)
Sevel, steuñviñ, lakaat e pleustr ha priziañ oberoù stummañ
2. Aozadur ar stummadurioù
Sevel ar c’hevratoù
Klask ar stajidi
Heuliañ an hentadoù stummañ
Evezhiañ pedagogiezh
3. Merañ ha kenurzhiañ ar greizenn
Klask ha sterniañ ar stummerien ha stummerezed
Merañ ar c’hoskor ha ren ar skipailhoù (melestradurezh ha pedagogiezh)
Sevel ha heuliañ ar budjed, sevel ar goulennoù yalc’hadoù hag ar bilañs arc’hant
Merañ an dafar ha termeniñ prizioù
Heuliañ kalite an oberoù stummañ ha gwarantiñ ma vo adnevezet an testeniekadur QUALIOPI
Skridaozañ an danevelloù obererezh
Adneveziñ ar c’hretadennoù : DCL, RNCP, CPF
4. Kehentiñ ha diorren
Lakaat e pleustr ar c’hehentiñ diabarzh ha diavaez
Aozañ oberoù klask ha tuta evit ar stajidi
Diorren ha derc’hel kevelerezhioù emsavadurel ha micherel gant frammoù evel an INSPE, an ISLRF, ar Rektorelezh, ar C’huzul rannvro, kêr Gemper
E framm an diorren emaomp o c’hortoz digant ar rener pe ar renerez e rafe kinnigoù war emdroadur liesseurted ar stummadurioù kinniget, kenkoulz war lec’hioù ha doareoù ar stummadurioù hag an enklask a dud nevez evito
5. Kefridiou boutin Diwan – Kelenn
Ambroug ha priziañ ar g·c’h·elennerien·ezed skol hag ar stajidi
Klask ha heuliañ heñcherien ha heñcherezed
Reiñ e lod evit sevel ar steuñv stummañ dibaouez (kelennerien·ezed 1añ, eil ha vakataerien)
Kemer perzh e aozadur an emvodoù meur ha kollokoù an ISLRF (emsavadur uhel yezhoù republik Bro C’hall)
6. Buheziñ ha stummadurioù
Evit bezañ reizh, buheziñ abadennoù stummañ (tro-dro 250 eur/bloaz), dreist-holl war an deskiñ, anavezout ar reizhiad desaverezh ha hentadoù ar skolidi
Doare den
Barrek e brezhoneg (live C1 dre skrid ha dre gomz)
Anavezout mat ar reizhiad desavererezh hag ar programmoù
Barregezhioù e ijinouriezh pedagogiezh hag en deskiñ
Mestroniañ binvioù urzhiataerezh (bureveg, Odoo)
Gouiziek war merañ ar budjed hag ar c’hontoù
Barregerezhioù aozañ, kenurzhiañ, ren
Bezañ gouest da gas emvodoù, emgavioù ha da labourat en ur skipailh
Bezañ gouest da skridaozañ ha da zielfennañ
Evit priziañ ar g·c’h·elennerien·ezed skol ez eoc’h betek diazezadurioù ar c’hevread hag e rankoc’h neuze kaout un anaoudegezh pizh eus mont en-dro an diazezadurioù hag ar skipailhoù.
Perzhioù
Perzhioù daremprediñ
Emren hag azasadusted
Bezañ pizh ha barrek da aozañ
Titouroù all
Padelezh labour : leun amzer
Lec’h labour : Kemper
Dilec’hiañ : ingal war Breizh a-bezh (5 departamant) hag e Bro C’hall a-wechoù
Gopr ha statud : diouzh doare den an emstriver·ez
Deiziad an emgavioù tuta : 21 a viz Mae 2026
Ma’z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas hoc’h emstrivadur a-raok an 13/05/2026 (CV + lizher emginnig) da
Pellgargit ar fichenn kinnig labour
