An DU-se a zo digor d’ar re tapet ul live L3 ganto. Ar c’hentelioù vo kinniget a-bell d’ar Merc’her pe a-wechoù e fin an devezh.
Ar c’hentelioù brezhoneg a vo kaset hanter-hanter gant stummerien an INSPE ha Kelenn.
Stummadurioù evit prientiñ ar genstrivadeg M2 a vo ivez kinniget gant Kelenn e-pad ar vakañsoù. Da skouer, e miz Here e vo kinniget 2 zevezh DKS e skolaj ar Releg (Lun 19 ha Meurzh 20).
📝 Enskrivadurioù betek an 29 a viz Gwengolo 2026.
👉 Evit gouzout hiroc’h diwar-benn hini pe hini eus ar c’henstrivadegoù-se kit e darempred gant Aurélie Coum, .

