Saloñs AZIMUT e Kemper
28 & 29 a viz Du 2025

Kreizenn stummañ KELENN a vo e saloñs ar studierien Azimut e Kemper war stand INSPÉ Breizh (stand D1).
Ur stummerez eus KELENN a vo eno d’ar gwener 28 ha d’ar sadorn 29 a viz Du.
Titouroù paper a gavoc’h war war al lec’h diwar-benn ar Master MEEF-EBI hag ar stummadur hir e brezhoneg « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ».
Posupl e vo kaout titouroù ivez war stand Ofis publik ar brezhoneg (stand H2).
Saloñs digoust ha digor d’an holl.
Park an diskouezadegoù e Penvillers e Kemper
32 Bis straed Stang Bihan, 29000 Kemper.
