Kreizenn stummañ KELENN a gemero perzh, war ar stand INSPÉ Breizh, er saloñsoù studierien da-heul :
- Sup’Armor e Sant-Brieg : 12, 13 ha 14 a viz Kerzu 2024.
 - Saloñs al liseidi hag ar studierien e Roazhon : 9, 10 ha 11 a viz Genver 2025.
 - Info’Sup e Gwened : 17 ha 18 a viz Genver 2025.
 - Azimut e Brest : 23, 24 ha 25 a viz Genver 2025.
 
Titouroù paper a gavoc’h war al lec’h diwar-benn ar Master MEEF-EBI hag ar stummadur hir e brezhoneg « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ».
Posupl e vo kaout titouroù ivez war stand Ofis publik ar brezhoneg.
