kelennext kelennfb1-2   Kreizenn St-2yezh-glas

Skritell-Deskin brezhoneg

Marteze e anavezit lod e-touez an dud niverus a fell dezho mestroniañ brezhoneg da-vat e-sell da vont war-zu micherioù liesseurt ar c’helenn? Hag gwir eo e vez enfredet tud nevez bep bloaz gant kement hentenn divyezhek a zo e Breizh. 
Gant ar greizenn stummañ Kelenn e vez aozet bep bloaz ur stummadur hag a zo graet evito : "Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn."

Kemennadenn / communiqué

Master MEEF Kelenn divyezhek dre soubidigezh 2015.2016 :
Stummadur nemetañ evit mont da skolaer e Diwan

A-benn an distro-skol 2015 e vo skoliataet en tu all da 4000 bugel gant Diwan. Emañ ar rouedad o klask war studierien a fell dezho mont da skolaer e skolioù-mamm ha kentañ derez dre soubidigezh Diwan. Stummet e vint er greizenn stummañ Kelenn e Kemper.


Evit mont da (g)Kelenn e vo ret bezañ youlek, bezañ tapet un aotreegezh pe ur master ha barrek a-walc’h war ar brezhoneg evit gallout heuliiñ ur stummadur e brezhoneg ; ar barregezh-se a c’hell bezañ tapet gant ur stummadur hir kinniget gant ar c’hreizennoù Kelenn, Stumdi, Mervent, Roudour pe Skol an Emsav.

Peder zachenn vras er stummadur

Kinniget e vez e Kelenn ur Master MEEF gant un hentad a-ziforc’h brezhoneg dre soubidigezh. E master 1 emañ ar studierien e Kemper hag e master 2 ez eus hentadoù disheñvel hervez ma vez tapet pe get kenstrivadeg kelenner-skol e fin ar bloavezh kentañ. An daou hentad-se a zo evit an holl studierien master 2 : unan evit ar re o deus tapet ar genstrivadeg hag a zo a bep eil er c’hlasl hag er greizenn stummañ. Egile a zo evit ar re o deus tapet ar master 1 hag a zo stajidi Diwan e karg eus ur c’hlas e-pad ur bloavezh gant prantadoù stummañ e Kelenn.
Gant an aozañ-se e c’hell ar studierien mont da skolaer e Diwan war ur post kevratet gant an deskadurezh stad pa war ur post Diwan. Ur wech tapet eil bloavezh ar stummadur e vo kinniget d’ar stajidi ur gevrat-lavour didermen.

Peder zachenn vras a zo er stummadur : donaat ar barregezhioù e brezhoneg, klaskerezh : sevel diazezoù ur memor e master 1 ha sevel ar skrid e master 2, prientiñ ar CRPE, kenstrivadeg diavaez kelenn divyezhek kelenner-skol evit ar postoù Diwan kevratet gant an deskadurezh stad, ha stummadur kentañ war ar vicher kelenner-skol divyezhek dre soubidigezh. A bep eil ez eus prantadoù teorikel ha sizhunvezhioù staj er skolioù Diwan e-pad ur bloavezh.

Ur post labour da heul ar stummadur

Gant kresk ingal Diwan e c’hellomp kinnig trawalc’h a bostoù labour evit an holl studierien stummet e Kelenn. Evit gellet heuliiñ ar studierien n’eus nemet 15 bennak a blas d’ar muiañ. Chom a ra plasoù c’hoazh a-benn miz Gwengolo 2015.
Kemeret e vez e karg koust ar stummadur gant Diwan ha gallout a ra ar stummerien goulenn ur skoazell arc’hant gant Rannvro Breizh.


Lizher + CV da gas dre bostel da Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. pe pellgomzit da 02 98 21 34 95 (sekretourva Diwan) pe da 02 98 95 55 99 (sekretourva Kelenn) evit gouzout hiroc’h.


 

Master MEEF Parcours immersif Breton 2015.2016 :
Une formation unique pour un emploi d’enseignant à Diwan


Le réseau Diwan dont les effectifs dépasseront les 4000 élèves à la rentrée 2015 recrute de futurs étudiants, se destinant à devenir enseignant dans les écoles maternelles et primaires bilingues immersives du réseau. Ces étudiants recevront une formation à l’institut supérieur de formation Kelenn à Quimper.
Pour postuler il suffit d’être motivé et titulaire d’une licence ou d’un master, et d’avoir une connaissance de la langue bretonne qui permet de suivre une formation en breton; cette compétence en breton est souvent acquise par les formations longues organisées par les centres Kelenn, Stumdi, Mervent, Roudour ou Skol an Emsav.

Quatre grands domaines de formation

Kelenn propose un Master MEEF, avec un parcours spécifique langue bretonne par immersion. À noter que le Master 1 en première année est dispensé en présentiel à Quimper, la deuxième année de Master 2 propose des parcours différenciés selon que les étudiants ont obtenu ou non le concours de professeur des écoles dès la fin de leur première année. Les deux parcours sont pour les étudiants de master 2 : l’un, pour les lauréats du concours est celui de professeur des écoles stagiaires, en alternance en classe et au centre de formation ; l’autre est pour les étudiants ayant validé leur première année, et travaillant en tant que stagiaire Diwan durant un an en responsabilité de classe avec des sessions de formations à Kelenn.
Cette organisation permet aux étudiants de devenir enseignant à Diwan, soit sur un poste contractualisé par l’Etat, soit sur un poste de statut associatif Diwan. Une fois validée la seconde année de formation, les stagiaires se voient proposer un contrat de travail à durée indéterminée.

La formation est articulée en quatre grands domaines : approfondissement des compétences en breton, recherche : premières bases du mémoire en Master 1 et rédaction en master 2, préparation au CRPE, concours externe bilingue de professeur des écoles pour les postes Diwan contractualisés Éducation Nationale, et enfin formation initiale au métier d’enseignant dans le premier degré en filière bilingue immersive. Enseignement théorique et semaines de stages en école se succèdent pendant une année scolaire.

Une formation débouchant sur un emploi

A noter que la croissance continue de Diwan permet d’offrir des postes à tous les étudiants formés par Kelenn. Afin de bien suivre les étudiants, le nombre de places offertes est d’une quinzaine maximum. Il reste encore des places disponibles pour la rentrée de septembre 2015.
Les coûts de formation sont intégralement pris en charge par Diwan et les étudiants ont la possibilité de solliciter l’aide Skoazell mise en place par la région

Candidatures par courriel à Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. ou téléphoner au 02 98 21 34 95 (secrétariat Diwan) ou au 02 98 95 55 99 (secrétariat Kelenn) pour obtenir de plus amples renseignements.

Skritell-Deskin brezhoneg

Nombreux sont ceux qui veulent acquérir de solides compétences pour bien maitriser la langue bretonne pour pouvoir s’orienter vers les métiers de l’enseignement. Ces métiers recrutent chaque année dans les différents systèmes d’enseignement bilingue. Kelenn propose une formation unique, efficace et concrète, ouverte aux débutants complets : « Apprendre le breton pour les métiers de l’enseignement »

TOP