Titl leiz

Skritell-Deskin brezhoneg

Marteze e anavezit lod e-touez an dud niverus a fell dezho mestroniañ brezhoneg da-vat e-sell da vont war-zu micherioù liesseurt ar c’helenn? Hag gwir eo e vez enfredet tud nevez bep bloaz gant kement hentenn divyezhek a zo e Breizh. 
Gant ar greizenn stummañ Kelenn e vez aozet bep bloaz ur stummadur hag a zo graet evito : "Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn."

Dibab ar rakstummadur « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn »

Choisir la formation "Apprendre le breton pour les métiers de l'enseignement"

yvankelenn

Setu testeni Yvan, stajiad Master 1 hag a zo bet heuliet gantañ ar stummadur « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn » ar bloaz paseet.


Voici le témoignage d'Yvan, stagiaire de Master 1 qui a suivi la formation "Apprendre le breton pour les métiers de l'enseignement" l'année dernière.

"Bet e oan e Pariz o labourat ar pezh a zo un istor klasel evit ur breizhat. Hag hervezon seul belloc’h e vez un den eus e vro seul dostoc’h e spered outi. Setu perak em boa divizet mont da di ar Vretoned e karter Montparnasse evit kaout diazezoù war ar brezhoneg. Eno em boa lennet ur pennad diwar-benn ar stummadurioù hir evit deskiñ brezhoneg ha komprenet em boa ivez e oa posupl kaout ul labour a-drugarez d’ar yezh-se.


Deuet on en dro da Vreizh da ober ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit ar c’helenn” e Kelenn e Kemper warlene peogwir e oa e brezhoneg dre soubidigezh penn-da-benn. Stajoù a vez graet ivez er stummadur-se e skolioù kentañ derez evit pleustriñ ar yezh en un doare fetis, ar pezh a oa spletus evit mont war-raok.
Ar stummadur-se en deus kadarnaet ma choaz da genderc’hel gant an hent-se. Rak-se, e Kelenn emaon c’hoazh evit ober ur master “MEEF Kelenn divyezhek dre soubidigezh” evit dont da vezañ skolaer er rouedad Diwan. Deskiñ a ran bemdez evit gallout kelenn d’ar re all...an istor n’eo ket echu c’hoazh !"

Traduction en français en cours

Skritell-Deskin brezhoneg

Nombreux sont ceux qui veulent acquérir de solides compétences pour bien maitriser la langue bretonne pour pouvoir s’orienter vers les métiers de l’enseignement. Ces métiers recrutent chaque année dans les différents systèmes d’enseignement bilingue. Kelenn propose une formation unique, efficace et concrète, ouverte aux débutants complets : « Apprendre le breton pour les métiers de l’enseignement »

TOP