Master MEEF-EBI
Master Kelenn ha Stummañ - Kelenn divyezhek dre soubidigezh
Master prientet e Kelenn e Kemper
eus an 2 a viz Gwengolo 2021 d’ar 7 a viz Gouere 2022
diwar emglev gant INSPÉ Breizh,
hag e kenlabour gant an ISLRF,
Ensavadur Uhel Yezhoù ar Republik Gall
Klikit war ar skeudenn evit digeriñ ar follenn vrudañ diwar-benn ar Master MEEF-EBI
Diwan a ginnig postoù labour evit an holl studierien a heulio ar stummadur e 2021-2022, goude ma vo bet validet ar barregezhioù tapet ganto.
Kontradoù-labour didermen a vo kinniget goude an titladur evit bezañ anvet en ur skol Diwan.
1 – Stummadur Master 1 e KELENN.
Koust kemeret e karg gant DIWAN.
Yalc’had SKOAZELL gant Rannvro Breizh posupl kaout.
2 - Stummadur Master 2 pe eil bloavezh gopret evel skolaer-stajiad e karg eus ur c’hlas en ur skol DIWAN.
Deuit e darempred ganeomp !
Diwan - BP 147, 29411 Landerne Cedex
02.98.21.34.95 - kentan.derez[@]diwan.bzh
Kelenn
Kinnig a ra Kelenn, kreizenn stummañ Diwan, stummadurioù evit ar skolaerien hag ar gelennerien e skolioù (pe skolajoù ha lise ) divyezkek brezhoneg/galleg dre soubidigezh.
Kinnig a ra ivez ur stummadur a glot gant ezhommoù ar re a zo e soñj mont etrezek micherioù ar c’helenn er skolioù divyezhek kentañ derez pe eil derez met n’o deus ket al live ret e brezhoneg.
Kelenn
3 straed vañde 29000 Kemper
02 98 95 55 99 - kelenn[@]kelenn.bzh
Eus al lun d'ar gwener :
08:30 - 12:30 / 13:30 - 17:00
Kelenn war Facebook
Dorioù digor 2021 a-bell
D'ar sadorn 6 a viz C'hwevrer 2021
emgav da 10:00 eur