Saloñsoù - Salons 2019-2020
Bez e vo KELENN er saloñsoù ar studierien :
Sup'Armor e Sant Brieg d'ar 5, 6 ha 7 a viz Kerzu 2019
Azimut e Brest d'an 23, 24 ha 25 a viz Genver 2020
Info'Sup e Pondi d'an 30, 31 a viz Genver ha 1añ a viz C'hwevrer 2020.
KELENN sera présent sur les salons des étudiants :
Sup'Armor à Saint Brieuc le 5, 6 et 7 décembre 2019
Azimut à Brest le 23, 24 et 25 janvier 2020
Info'Sup à Pontivy le 30, 31 janvier et 1er février 2020.
Distro-skol 2019
Setu kroget en dro ar stummadur MEEF-EBI e KELENN gant ur rummad nevez a stajidi Master 1. Daouzek emaint, chañs vat a hetomp dezho evit ar bloavezh studi.
Distro-skol laouen d'an holl !
C'est la rentrée pour les étudiants MEEF-EBI à KELENN. Nous souhaitons une bonne rentrée d'étude à nos douze nouveaux stagiaires.
Bonne rentrée à tous !
Apprendre le breton pour les métiers de l'enseignement
La formation "Apprendre le breton pour les métiers de l'enseignement" existe depuis 2002 à KELENN.
Eus Bourdel on. Abaoe 20 vloaz emaon o chom e Bro Bagan. E-pad 18 vloaz 'm boa labouret en ur mirdi diwar-benn glad ar mor. Eno e kleven brezhonegerien a-vihanik.
Dibabet 'm eus lakaat va zri bugel da zeskiñ ar yezh dre soubidigezh gant Diwan rak an doare gwellañ eo evit degas ar brezhoneg hervezon.
Pell zo 'm eus c'hoant da vont da skolaerez ha da gomz ar yezh. Neuze em boa goulennet terriñ va c'hontrad diwar gendiviz evit kregiñ e-barzh va raktres.
E stummadur brezhoneg KELENN emaon ar bloaz-mañ. Ha fellout a ra din mont e Master 1 ar bloaz a-zeu. Entanet on gant ar stummadur "Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c'helenn". Ken plijus hag efedus eo. Deskiñ a reomp tamm ha tamm a-hed ar mizioù. Savet mat eo ar c'hentelioù war ar brezhoneg. Degaset deomp spered ar yezh dre ar yezhadur hag an ereadurezh. Estreget ar c'hentelioù-se ez eus kentelioù matematikoù, sonerezh, Istor Breizh ha kement zo evit treuskas un nebeud gerioù ha diazezoù d'an danvezioù kelenn.
Ober a reomp stajoù e skolioù Diwan. Pemp sizhunvezh staj zo kinniget e-kerzh ar bloaz. Boasaat a reomp ouzh bed ar skol a-drugarez da zegemer an dud a-vicher hag ar skolidi.
E-touez skipailh ar stajidi ez eus tud hag o deus c'hoant mont da skoazeller.ien.ezed ha skolaer.ien.ezed e skolioù divyezhek ivez.
Digor eo ar stummadur d'an holl dud a fell dezho deskiñ da gentañ ha mestroniañ da c'houde ar yezh dindan 9 miz. Hag ur stummadur eus an troc'h kentañ a gavoc'h e KELENN. A-benn ar fin e voc'h en ho pleud gant ar yezh !
***
Je suis de Bordeaux. Cela fait 20 ans que je vis dans le pays Pagan. Pendant 18 ans j'ai travaillé dans un musée sur le patrimoine maritime. Là-bas j'entendais parler les bretonnants de naissance.
J'ai choisi de faire apprendre la langue à mes trois enfants, en immersion à Diwan car c'est le meilleur moyen pour transmettre le breton selon moi.
Lire la suite : Apprendre le breton pour les métiers de l'enseignement